Ren ar Gonsuled
Deiziad krouiñ | 9 Du 1799 |
---|---|
Prezidant | Napoleon Iañ |
Kevandir | Europa |
Stad | Frañs, Kentañ Republik c'hall |
Office held by head of state | consul, First Consul |
Sez sokial | Tuileries Palace |
Raklec'hiet gant | Bodad-ren |
Heuliet gant | Impalaeriezh C'hall Kentañ |
Deiziad divodañ | 18 Mae 1804 |
Ren ar Gonsuled eo an anv a vez graet eus an aozadur politikel a voe savet e Bro-C'hall goude Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, e bloavezh VIII ar C'hentañ Republik c'hall, kaset da benn gant ar jeneral Napoleone Buonaparte. Diskaret e voe gouarnamant ar Bodad-ren a oa padet pevar bloaz (1795-1799) da lakaat ur gouarnamant nevez en e sav, gant ur vonreizh nevez, hini ar bloavezh VIII, a roe ar galloud da dri c'honsul, Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun. Daoust da se ne oa nemet unan er penn en gwirionez, Napoleone Buonaparte, hag a deuas da vezañ konsul buhez-pad e 1802.
Gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn ha staliañ ar gouarnamant nevez-se eo merket fin an Dispac'h gall. Gant marevezh ar Gonsuled e teuas adreizh ar frammoù politikel, ekonomikel ha milourel ar vro a oa bet degaset gant an Dispac'h abaoe fin ar Renad kozh.
Ren ar Gonsuled a badas betek an 28 a viz ar Bleuñv eus bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), pa voe embannet fin ar Republik c'hall ha disklêriet an Impalaeriezh c'hall kentañ.
Ar bodad konsuled da c'hortoz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn ar bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) e voe savet ur Bodad konsuled da c'hortoz, gant Napoleone Buonaparte, Emmanuel-Joseph Sieyès ha Roger Ducos.
Ur vonreizh nevez a voe savet hag embannet d'ar 4 a viz an Erc'h eus ar bloavezh VIII (26 a viz Kerzu 1799).
Mennozhioù Sieyès eo a zo diazez an holl oberennoù sevenet. Goude bloavezhioù brall-divrall ar Bodad-ren e klasked kaout ur galloud-oberiañ kreñv evit aesaat mont en-dro gouarnamant ar vro.
Bodadegoù e-leizh a voe etre miz Gwengolo ha penn kentañ miz Kerzu, Napoleone Buonaparte a glaske reiñ nerzh evit mont buan gant an adreizhadennoù.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacques-Olivier Boudon, Histoire du Consulat et de l'Empire, Perrin, Paris, 2003.
- Thierry Lentz, Le Grand Consulat, Fayard, Paris, 1999.
- Jean Tulard, Dictionnaire Napoléon, Fayard, Paris, 1999.